C'hwec'hvet Kenunaniezh

Emgann Leipzig (1813)

Ar C'hwec'hvet Kenunaniezh (1812-1814) zo un emglev-brezel hag a vodas ar Rouantelezh-Unanet hag Impalaeriezh Rusia da gentañ, Rouantelezh Prusia goude, Sveden hag Impalaeriezh Aostria diwezhatoc'hik, hag un nebeud stadoù alaman ouzhpenn, a-enep d'an impalaeriezh c'hall kentañ, harpet c'hoazh gant Italia, Danmark ha stadoù alaman all.

War-dro 2,5 milion a soudarded a gemeras perzh en emgannoù (hag an droiad-vrezel da Rusia a gonter e-barzh), ha bras-spontus e voe an niver a dud lazhet pe gloazet, pe marvet gant ar c'hleñved: tremen 2 milion a dud. E-touez an emgannoù krisañ e lakaer re Smolensk, ar Moskova, Lützen, Dresden hag Emgann ar broadoù e Leipzig e 1813.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search